Darempred

Degemer > Sujedou-ar-breved-e-brezhoneg-galv-ar-rouedad-diwan
stourm_dnb_eil_derez_2024_432983221_7616020468429784_1629330195575667405_n

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kemenadenn gelaouiñ

21/03/2024

D’an 20 a viz Du 2023 e oamp bet kelaouet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù ar breved kement ha reiñ talvoudegezh d’ar yezhoù « rannvro ». Embannet eo bet ivez el lizher-se ne vo ket mui troet ar sujedoù hag an dielloù e brezhoneg abalamour d’ar « gevatalded ». E galleg e vo ar sujedoù, ar pezh a zo kontrol d’ar pezh a vez graet abaoe meur a vloavezh.

Rouedad Diwan en he fezh a gav dezhi e vo lakaet diaes hor skolajidi gant an diviz-mañ, pa rankint treiñ ar c’heriaoueg hag al lavarennoù a-raok bezañ gouest respont d’ar goulennoù. Yann Uguen, Prezidant ar rouedad, en deus kaset ul lizher da servijoù ar ministrerezh oc’h embann hor savboent, n’hon eus bet respont ebet evit poent.

Dibabet eo bet gant Kuzul pedagogiezh an eil derez, bodet d’ar 16 a viz C’hwevrer e Kemper aozañ un obererezh boutin evit kizidikaat hon dilennidi d’ar mank bras a gevatalded deuet gant an diviz-mañ.

Pedet e vo skolajidi 3de klas ar rouedad hag o c’hamaladed da gemer perzh d’an obererezh boutin-mañ d’ar Gwener 22 a viz Meurzh da 2 eur : ur vunutenn didrouz war porzh ar skolaj evit marv ar brezhoneg. Dress code : Gwenn ha du + maskl evit diskouez ez eo minwasket hor yezh. Emaomp o kelaouiñ ar gazetennerien hag an dilennidi. Gant ma lako ar preder da vont war-raok.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ