Darempred

Degemer > Anavezout Diwan > Diwan berr ha berr
deiziadur_naoned_2018_calendriers_en_bateau
Skeudenn tennet eus deiziadur Diwan 2018, graet gant skol Naoned ©Diwan Naoned

Diwan berr ha berr

Lire cet article en français

Ur rouedad a 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise a ya d'ober ar skolioù Diwan er pemp departamant.

3700 skoliad zo bet degemeret en distro skol 2025 er c'hevread, en o zouez un drederenn en eil derez.

Digoust, laik ha digor d’an holl eo ar c’helenn ; an dra-se zo kaoz ez eo ar strollegezhioù lec’hel keveler ar c'hevread.

Kinniget e vez ur c’helenn dre soubidigezh a laka ar skolidi da vestroniañ kenkoulz ar brezhoneg hag ar galleg ha kement dre gomz ha dre skrid.

Dindan gevrat emañ ar skolioù gant an Deskadurezh Stad. Kemeret e vez e kont eta goproù ar skolaerien. Heuliañ a ra ar skolaerien-mañ programmoù ofisiel gall hag ensellet e vezont evel o c’henseurted eus ar c’helenn publik ha prevez.

Skolioù kevredigezhel eo ar skolioù, skolajoù ha liseoù, meret gant familhoù a-youl vat er c’hevredigezhioù desevel poblek.

Arc’hantet e vez pep skol gant obererezhioù ur c’huzul skoazell pe vuioc’h oc’h aozañ abadennoù sevenadurel, dudius pe sport. Gant an arc’hant dastumet gant ar c’huzulioù skoazell-mañ e c’hell bezañ digoust ar c'helenn.

Hollad frammoù Diwan a verr ouzhpenn 18 milion a euroioù bep bloaz : un drederenn evit ar c'hevread, un drederenn evit skolioù hag un drederenn evit ar skolajoù ha liseoù. Gant tost ouzh 600 den a-vicher e vez kaset da benn ar gefridi kelenn ha treuzkas ar brezhoneg e Diwan : 266 gwazour·ez an Deskadurezh stad, 162 goprad·ez rouedad Diwan (skolaerien·ezed, kasourien·ezed, melestradurezh...) ha 166 goprad·ez er skolioù (ASEM, ober war-dro ar c'hempenn...).

Diwan : ur skol gant ur raktres hag un hentenn a-ziforc’h

... hag ur skol evel ar re all

  • Klasoù kevratet gant an Deskadurezh Stad.
  • Kelennerien stummet, titlet, diplomoù heñvel ha re ar c’helenn publik hag ar c’helenn prevez.
  • Skolioù ma vez heuliet ar programmoù ofisiel.
  • Skolidi ganto ur skoliaterezh heñvel ha hini ar skolidi all. Tremen a reomp an hevelep arnodennoù ha priziadennoù.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ