C’h·gellenner.ez BBTK
Kinnig labour embannet d'an / ar 21.05.2026
Lec'h : Karaez
Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .
Padelezh Bloavezh skol 2026-2027
Gwengolo 2026
Deskrivadur ar post-labour
Deskrivadur ar post
Kelenner.ez war ar c'helenn teknikel evit ar vachelouriezh vicherel Buheziñ Bugale ha Tud Kozh (BBTK) e Lise Diwan Karaez ; 14 eurvezh kelenn + labour prientiñ + labour melestradurel ha kehentiñ. Kenlabour a dost gant an div gelennerez all a zo o kelenn er rann BBTK hag ar peurrest eus ar skipailh pedagogel (30 den bennak ennañ).
Gopr : etre 1500€ ha 1800€ dre viz war ar bloavezh-skol (1200-1500€ da vare ar vakañsoù-hañv) hervez ho
tiplomoù hag ar c’hargoù tapet ouzhpenn el lise.
Kefridioù
- Sevel ha kas kentelioù teorikel liammet gant ar buheziñ (rummadoù tus, teknikoù kehentiñ, reolennadur,pedagogiezh...), gant an deskadurezh d’ar yec’hed ha d’an endro hag an heñchañ
- Sevel ha kas raktresoù buheziñ asambles gant al liseidi (skouer : krouiñ ur c'hoari vras evit bugale ur greizenn dudi, dizoleiñ buhez un EHPAD ha kas abadennoù buheziñ eno)
- Ambrougañ ar skolidi da vare klask stajoù ha mont da welet anezho e-pad o stajoù
- Priziañ labour ar skolidi
- Kehentiñ war an hentad micherel war-zu ar skolajidi, ar gerent, ar skipailh pedagogel...
- Kemer perzh e buhez al lise (dorioù digor, bodadoù kenlabour, devezhioù degemer...)
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Barregezhioù
- Sevel ha lakaat e plas un deiziataer labour (bloaziek, c'hwec'hmiziadek ha sizhuniek)
- Mestroniañ metodologiezh ar sevel raktresoù
- Azasaat ouzh barregezhioù hag ezhommoù ar skolidi
- Kenurzhiañ, daremprediñ aes gant an dud
- Selaou
- Brezhoneg flour dre gomz ha dre skrid, bezañ gouest da gas kentelioù sklaer er yezh-mañ
- Un danvez arbennikaet pe meur a hini a zo talvoudus e bed ar buheziñ (sport, arzoù, labour dorn...)
Profil
- Diplom war ar buheziñ (diplom micherel, DABU / DARE) pe traoù all evit tapout ur VAE
- Bezañ urzhiet gant e labour ha kaout ur spered skipailh
- Skiant-prenet war ar buheziñ, ar c'helenn / ar stummañ
- Gouzout merañ ur strollad krennarded
- Kaout ur rouedad e bed ar buheziñ, hini ar buheziñ brezhonek peurgetket
- Aotre bleniañ
Stuzioù labour
Posubl eo goulenn e vefe strollet ar c’hentelioù war 3 devezh.
Posupl eo feurmiñ ur gambr el lise (War-dro 10 €)
Devezhioù stummañ da heuliañ e fin miz Eost, e deroù vakañsoù an Hollsent hag e deroù vakañsoù miz
C'hwevrer (aozet gant Diwan ha Kelenn).
Ma z'och dedennet gant ar post, kasit hoc’h emstrivadur (CV+Lizher en em ginnig) da eil.derez@diwan.bzh.
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret




