Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-skolaj G/M

Sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-skolaj G/M

Kinnig labour embannet d'an / ar 31.03.2026

Lec'h : Gwiseni

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

01/06/2026

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Ur c’hevread kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn
nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 48 vloaz zo ez eus e Diwan 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel.

Emañ ar Skolaj Diwan Gwiseni o klask ur sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-skolaj (G/M). Dindan
atebegezh renerezh an ti skol e kenlabouroc’h gant holl izili skipailh ar skolaj : renerezh, buhez skol, skipailh
kempenn, kelennerien, dilenidi Kuzul merañ ar skolaj. Fiziet e vo ennoc’h kefridioù liesseurt.

Goulennet e vo ganeoc’h ober war dro :


Sekretourva boutin

  • Degemer an dud war-eeun ha dre bellgomz ha kas anezho e darempred gant an dud dave.
  • Degemer ha treuzkas al lizhiri.
  • Degemer ha treuzkas ar mailoù.

Sekretourva pedagogel

  • Ebarzhiañ an holl ditouroù a bouez evit ar familhoù, merañ an teuliadoù enskrivañ, kas anezho d’ar familhoù hag ober war dro enrolladur ar skolajidi en diazezoù akademikel. Dreist-holl e-barzh SIECLE (Système d’Information pour les Elèves en Collèges et Lycée pour les Etablissements) a zo un diazez pouezus tre evit skoliadur ar skolajidi.
  • Daremprediñ gant ar rektordi diouzh an ezhommoù : teuliadoù kelennerien, enskrivadurioù DNB, beajoù...
  • Sevel pe prientiñ a bep seurt teuliadoù a sell an ti skol hag e vont en dro, da skouer (listenn diglok) : raktres niver a vugale, yalc’hadoù, treziad diavez (forfait d’externat), steuñv an emgavioù pedagogel, heuliañ ar gevrat gant ar stad.
  • Kenlabourat a dost gant kontouriezh an ti skol evit a sell fakturenniñ ar familhoù ha merañ ar bourchaserien.

Kehentiñ

  • Sevel teulioù kehentiñ diabarzh/diavez a bep seurt : mail titouriñ (familhoù, kelennerien) pedadennoù, adgalv,
  • sevel rentaoù kont
  • Bezañ perzh en aozañ a bep seurt darvoudoù a sell buhez an ti skol : devezhioù dizoloiñ ar Skolaj gant skolioù ar c’hentañ derez, an dorioù digor, devezhioù degemer evit ar skolidi CM, hag all.


Titouroù all

  • Deiziad enfredañ : Penn kentañ miz Even
  • Doare kevrat : CDI
  • Padelezh amzer labour : 28e/siz bloazieket
  • Gopr : diouzh ar skiant prenet ha diouzh ar c’haelioù o talvezout e Diwan
  • Ehan gopret : 6 sizhunvezh ha sizhunvezhioù nann labouret da bet prantad vakañsoù skol
  • Lec’h labour : Skolaj Diwan Gwiseni, 10 hent an atalieroù 29880 GWISENI

Ma z'och dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur a-raok an 30/04/2026 (CV + lizher emginnig) da tuta@diwan.bzh pe kit war lec’hienn Diwan, ivinell « Dibab Diwan » -> « Labourat e Diwan » ha loskit hoc’h
emstrivadur (CV+Lizher en em ginnig).

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

 

Doare den

  • Un diplom war ar sekretourva mui 2 pe 3 bloavezh skiant prenet war an danvez a vo ret kaout evit dec’hel ar post-mañ.
  • Evit ar post-mañ eo ret bezañ evezhiek, emren ha bezañ aes gant an dud.
  • Ret e vo deoc’h mestroniañ ar poelladoù-mañ : word, excel, google workspace.
  • Bez ho po da implijour ivez poelladoù all a sell merañ an ti skol (Pronote, poelladoù akademiezh).
  • Bez e rankoc’h eta bezañ en ho aes gant an urzhiaterez.
  • Evel just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet, live B2 (DBY) d’an nebeutañ.

Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

An holl bennadoù war an tem-mañ