Darempred

Degemer > Kenstrivadeg-an-erminig-helavar-diwan-2024
erminig_helavar_2023_20230612_142137

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

Miz Even 2024

26/04/2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg anvet : An Erminig Helavar.

Digoret e vo an enskrivadurioù da holl liseidi Eilvet klas Diwan. Bez ho po da ezteurel ho sonjoù dre gomz e-kerzh 5/10 munutenn, hep notennoù war ur gudenn ho po dibabet.

Tro ho po eta da ziskouez ho parregezhioù da gendrec’hiñ e brezhoneg. Barnet e viot war ho yec’h, ho arguzennoù hag ho c’hoari gant ur juri.

Prizioù a-feson a vo :

  • 1añ priz : 500 €

  • 2vet priz : 400 €

  • 3de priz : 300 €

  • 4re priz/8vet priz : kartenn prof : 30 €

  • Priz an arvesterien : 150 €

Emichañs hor bo tro da glevet teodoù kaer an devezh-se !

Deoc’h, bremañ, d’en em enskrivañ da eil.derez@diwan.bzh a-raok an 28 a viz Mae 2024.

 

Gouzout hiroc'h diwar-benn kenstrivadeg ar bloaz paseet

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ