Darempred

Degemer > Kenemglev-stad-rannvro-disfiz-ar-rektordi-ouzh-kinnigou-ar-rannvro
manifestadeg-13.03.2021-kemper_manif_13_03_christian_gouerou

Kenemglev Stad-Rannvro : Disfiz ar rektordi ouzh kinnigoù ar rannvro

Kemennadenn

07/01/2022

Lire cet article en français

A-raok an dilennadeg rannvro o doa stourmet ar c’hevredigezhioù (Diwan, Div Yezh Breizh, Divaskell Breizh, Kelennomp, Kevre Breizh) evit kas war-raok teul an emglev arbennik war yezhoù Breizh etre ar Stad hag ar Rannvro.

Bodet e oa bet war-dro 5 000 den da-geñver ur vanifestadeg e Kemper d’an 13 a viz Meurzh 2021. Goulennet e oa bet ma vefe sinet un uhelek a genemglev gant ar stad abalamour da skoilhoù Ministrerezh an Deskadurezh Stad.

E miz Here 2021 oa bet kinniget d’ar Stad gant ar Rannvro ur raktres kenemglev uhelek. A-benn ar fin en deus embannet ar Rektordi e lod evit ar c’hinnig-mañ d’an 21 a viz Kerzu o skarzhañ ken eeun ha tra kazi pep tra eus al lodenn gouestlet d’ar c’helenn !

Kement ha respont ganti, e vez kinniget gant ar Rektordi un destenn all a ne glot tamm ebet gant ezhommoù kelenn ar brezhoneg termenet gant al lezenn Molac e miz Ebrel 2021 pe gant ar c’helc’hlizher nevez diwar-benn kelenn ar yezhoù rannvro embannet e miz Kerzu paseet.

Un emvod kelaouiñ a oa bet aozet d’ar 5 a viz Genver gant ar strollad Unanet Evit Ar Brezhoneg da zegas da soñj d’ar rektor ar pezh a zo gortozet gant ar c’henemglev-mañ :

Evit ma vimp klevet e aozomp ur vanifestadeg

D’ar Merc’her 19/01 da 2 eur 30 dirak ar Rekordi

96, straed Antrain e Roazhon

Teuliad kelaouiñ amañ dindan

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ