Darempred

Degemer > Etablissements > Skol Diwan Sant Ervlan
Skol Diwan Sant Ervlan

Skol Diwan Sant Ervlan
2 bis alez / allée Henri Farman
Sant Ervlan / Saint Herblain 44800






Skol Diwan Sant-Ervlan zo ur skol gevredigezhel, laik ha digoust, a zegemer bugale eus ar skol-vamm d’ar CM2 en un endro a-vent gant mab-den. 
 Gant he c’hlasoù nebeutoc’h a skolidi hag he soubidigezh e brezhoneg adalek an oad yaouankañ e kinnig un endro a-feson evit deskiñ, bleuniañ ha dont da vezañ divyezhek. 
Skol Diwan Sant Ervlan
skol-sant-ervlan__RLP2626_Skol_DIwan_Sant_Ervlann_klas_re_vihan1_ha_2

Skol Diwan Sant Ervlan

Ur skol nevez eo Diwan Sant-Ervlan, e miz Gwengolo 2023 e oa an eizhvet distro-skol, gant war-dro 70 bugel dija, ha penn kentañ ar c'hentañ derez. Tost an hanter eus ar vugale o deus o zud orinoù en Amerika ar Su, ar Maghreb, Korea, broioù reter Europa... Ar re-se a glev alies dija meur a yezh er gêr, plijet eo o zud e vefe kreñvaet al liesyezhegezh gant ar c'helenn dre soubidigezh e brezhoneg. Plijet eo ar familhoù da welet ivez ur bern kevredigezhioù asambles er memes lec'h dindan an anv «Yezhoù ha Sevenadur» en ur skol bet serret ha gant leun a blas, ur vagouri, stummadur hir Skol an Emsav, ur vediaoueg er Greizenn Dafar Sevenadurel Keltiek, Kentelioù an noz hag ur skolaj hag ur skolaj Diwan ! Brezhoneg e pep lec'h ! N'emañ ket pell ar skol-mañ diouzh hini gentañ Naoned. Eskemmoù zo etre skol Diwan Sant-Ervlan ha div skol Naoned. Skol Diwan Sant-Ervlan he deus degaset buhez e karter «Erv Breizh». Laouen eo tud ar c'harter hag an ti-kêr. Aozet e oa bet gant ar C'huzul skoazell, da skouer, un dachenn c'hoarioù gant pemzek framm-c'hwez ! Betek mil pemp kant mont e-barzh a oa bet e-pad tri devezh. Gourc'hemennoù oa doa bet gant tud karter Erv Breizh. Ur skipailh tud bugale mennet zo e Skol Diwan Sant-Ervlan, skoazellerezed-mamm a oar brezhoneg ha kelennerien ken mennet all.

Keleier ar skol

Kevratañ skol Sant-Ervlan : Ar rektordi er maez al lezenn !

02 juin 2021

Goude 5 bloavezh, n'eo ket kevrataet c'hoazh skol Diwan Sant Ervlan e Liger Atlantel. Manifestadeg d'ar 5 a viz Even da 10e e Naoned.

Galv da vanifestiñ evit skol Diwan Sant-Ervlan

21 septembre 2020

E miz Gwengolo 2016 e oa bet digoret skol Diwan Sant-Ervlan gant 16 skoliad er skol-vamm. 41 skoliad zo bremañ er skol hag en o zouez...

Holl keleier ar skol
Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol
Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ