Darempred

Titouroù pleustrek

Skol Diwan Sant-Brieg

Sell amañ diwar-benn mont en-dro ar skol.

Eurvezhioù

D’al Lun, d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener :

  • 07h30 – 08h20 : diwallerezh veure
  • 08h20 – 08h30 : degemer ar skolidi er c'hlasoù
  • 08h30 – 11h30 : amzer skol
  • 11h30 – 13h20 : merenn
  • 13h20 – 13h30 : degemer ar skolidi er c'hlasoù
  • 13h30 – 16h30 : amzer skol
  • 16h30 – 18h45 : diwallerezh d'abardaez

Ar skolaerien hag ar skolaerezed a vez er c'hlasoù dek munutenn a-raok penn-kentañ an amzer skol evit degemer ar skolidi, ha dek munutenn goude ar c’hlas.

Tikedoù ha koumanantoù evit ar c’hantin hag an diwallerezh

Prenet e vez an tikedoù evit ar c'hantin hag an diwallerezh (diouzh ar beure ha d’abardaez) dre garnedoù 10 tiked el Lec’h Degemer ar Familhoù er chomlec’h-mañ : 20 straed an 71vet RI (mont e-barzh dre ar straed Lecuyer) e Sant-Brieg.

Un distaol a c’hall bezañ graet gant ar CCAS d’ar familhoù a zo o chom e Sant-Brieg, diwar o rannad tiegezhel. Ar familhoù n’emaint ket o chom e Sant-Brieg a c’hall mont e darempred gant CCAS o c’humun.

Gwelloc’h marc'had eo koumanantiñ dre brantad. 5 prantad zo bep bloaz.

Titouroù ouzhpenn war lec’hienn ti-kêr Sant-Brieg pe dre bellgomz : 02 96 62 53 60.

Kantin :

  • Servij kentañ evit bugale ar skol-vamm da 11 eur 30.
  • Eil servij evit bugale ar skol-gentañ da greisteiz hanter.

Gallout a rit sellet ouzh ar rolloù-meuzioù war lec’hienn ti-kêr Sant-Brieg.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ