Darempred

Skol_An_Oriant_Ecole_Lorient__1

Skol Diwan an Oriant

​Ur skol vras eo Skol Diwan an Oriant gant tost da gant bugel, ha lodenn vrasañ ar vugale a zeu eus kumun an Oriant.
Ar vugale a ya da gantin ar skol bublik e-kichen. Dont a ra tud an ti-kêr amañ evel er skolioù all er gumun evit «skol ar marc'h-houarn», gant un archer mar plij, evit deskiñ d'ar vugale reolennoù ar bleinañ. Labouret e vez ar c'hoad amañ ivez kalzik : troc'hañ, pegañ, sevel traoù, gant bugale CE2, CM1 ha CM2. Un tren ha kirri-nij o doa aozet evel-se ! Ha kanet e vez kalzik amañ ivez betek mont da Gan ar Bobl. Ur raktres liorzhiñ zo war ar porzh, gant rotelerezh.
Gant ar c'huzul skoazell e vez aozet foar al levrioù e miz Mae er skol, levrioù kozh ha nevez, ouzhpenn al loto, foar al laou, ar c'hig-ha-fars hag ur stand krampouezh e gouelioù etrekeltiek an Oriant. Graet e vez chistr ivez ! Ar vugale hag ar gerent  o zud en em gav e-pad un dibenn-sizhun gant skolajidi Skolaj Diwan ar Mor-bihan eus Gwened, evit dastum avaloù hag ober chistr. Un abadenn a vez gortozet gant mall gant an holl bep bloaz.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ