Istor ar skol
E miz gwengolo 1991 e oa bet digoret Skol Diwan Baod, e-barzh un ti-moullañ kozh war hent Pondi.
E 1997 e oa bet dilojet evit en em staliañ hent ar Ger Nevez, lec’h ma kendalc’h hiziv da lakaat da vevañ an deskadurezh dre soubidezh e brezhoneg e kreizig kreiz ar gumun..
Ar soubidigezh
E skol Diwan Baod e tesk ar vugale gant an hentenn dre soubidigezh e brezhoneg evit bezañ divyezhek da vat ur wech erru e fin ar CM2 : komz, lenn ha skrivañ e brezhoneg hag e Galleg a ouezont ober hag en o aes int evit deskiñ yezhoù all war un dro.
Desket e vez en un endro madelezhus ma vez klasket diorren ar guriusted, an emrenerezh hag an emfiziañs war ar pemdez.
Raktresoù evit deskiñ en un doare all
A-hed ar bloaz e vez kinniget er skol raktresoù disheñvel ha gant se e teu an deskiñ da vezañ pinvidikoc’h c’hoazh ha broudet vez ar skolidi da anavezout gelloc’h ar bed :
- Emgav gant Yuna Le Men hag zo o prientiñ treizhadenn ar mor atlantel gant ur mignon.
.jpg)
- A-drugarez d’ar raktres kan gant Morwenn le Normand o deus gellet ar vugale ober anaouedegezh gant ar sonerezh hag ar c’han.
.jpg)
- Malarde, mare fest ha plijus gant ar skol a-bezh.
.png)

Ur skol a vent mat
Skol Diwan Baod a zo ur skol a vent mat ma vez klasket ambroug ar gwellañ posupl ar vugale :
- 28 skoliad
- 2 skolaerez leun amzer
- 2 zen darn amzer : unan evit ar galleg (1 devezh) hag une evit ar saozneg
- 2 ASEM
Ur skol savet gant ar gerent : an AEP hag ar c’huzul skoazell
Evel e pep skol Diwan e za en dro ar skol a-drugarez d’ar gerent bodet er KDP (Kevredigezh Deskadurezh Poblek) hag er c’huzul-skoazell.
Er c’hevredigezhioù-mañ e kaver ar gerent ha tud a-youl vat a gemer perzh e buhez ar skol (KDP) hag a aoz darvoudoù ha gouelioù eviti.
E-touez darvoudoù skol Diwan Baod :
- 04 a viz Ebrel : kaot-mell
- 25 a viz Ebrel : Fest-noz pailhour
- 14 a viz Mae : ar Redadeg a dremen dre Vaod da 3 eur 45 diuzh ar mintin
- 19 a viz Even : Fest ar sonerezh




