Darempred

Plabenneg_Skol_Diwan_plabenneg_poltred

Skol Diwan Plabenneg

En ur c'harrdi e oa bet ar skol da gentañ hag en un ti prevez goude se, renket gant tud ar vugale. Ret eo bet da Skol Diwan Plabenneg gortoz 2013 evit kaout ur savadur publik d'ober ur skol, ha plas a-walc'h zo evit ar skol vihan da greskiñ ! 

Er skol e vez graet kalzik a c'hoariva gant ar vugale er c'hentañ derez, gant sikour Strollad ar Vro Bagan. Bep bloaz, evit ar bloaz nevez, e c'hoari ar vugale dirak an dud. E-kichen ul lenn hag ur stêr emañ ar skol. E-giz war ar maez ! Un doare mat evit lakaat ar vugale da zizoleiñ an endro, ar plant hag al loened. Hag ar vugale en em gav alies er-maez evit bale. Bageal a vez graet ganto ivez en Aber Ac'h. Plijout a ra dezho hervez. Boued bio a vez debret gant ar vugale da greisteiz !

«Arzoù da zont» eo anv kuzul skoazell ar skol. E-pad pell ez eus bet aozet ur bern traoù tro-dro d'an artizanelezh. Brudañ ar brezhoneg eo pal ar gevredigezh ivez. Dibabet e oa bet ar raktres deiziadur kinniget ganto evit bezañ deiziadur rouedad Diwan ar bloavezh 2017. Bep bloaz e vez moullet unan dibabet e-touez an nebeut re a vez kinniget gant meur a guzul skoazell. Un doare all da zastum arc'hant eo.

Heuliañ ar c'huzul skoazell war facebook

Gerioù-alc'hwez stag : Plabennec    Plabenneg    Diwan    skol    écoles bilingues    brezhoneg    langue bretonne    brezhoneg    laique    gratuite   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ