Darempred

Degemer > Aet-eo-dominig-jolived-dan-anaon-kelenner-e-oa-e-diwan
dominig-jolivet-jolived-domjo_domjo
Photo Famille Jolivet ©Famille Jolivet

Aet eo Dominig Jolived d'an Anaon, kelenner e oa e Diwan

15/01/2024

Lire cet article en français

Glac'haret eo rouedad Diwan o kemenn deoc'h eo aet Dominig Jolived d'an Anaon disadorn.

Skolaer e meur a skol Diwan (Tregon, Kommanna, Sant Brieg…) eo bet a-raok bezañ rener kentañ skolaj Diwan Plijidi, kelenner e lise Diwan Karaez hag e skolaj Diwan Jakez Riou Kemper betek an deiz a hiziv. Dileuriad ar c’hopridi eo bet e Diwan e-pad bloavezhioù ivez hag unan eus diazezerien Sindikad Labourerien Breizh (SLB).

Soñjal a reomp en e vugale, e familh hag e vignoned, en e genseurted hag en holl vugale en deus bet kelennet dezho, betek ar bloaz-mañ c’hoazh. Ra vezo skañv douar Breizh evitañ.

Kenavo Dominig, ha trugarez evit da labour tenn evit Diwan, evit ar brezhoneg hag evit Breizh.

 

Poltred : Familh Jolivet

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ